Sorserezed Breselien

Troioù-kaer Vick ha Vicky T.8 – Sorserezed Breselien T.1 – Ar Vojenn

Lennerezed ha lennerien ger, n’eus ket amzer a-walc’h ganin da skrivañ deoc’h a-hed hag a-dreuz.

An istor emaon o vont da gontañ deoc’h eo an hini digredusañ, an hini spontusañ zo bet bevet ganin ha ma mignoned.

Un tu bennak e koad Bresilien, e-pad un nozvezh loargann, e krogas hor troioù-kaer ablamour d’un dro fall graet gant …

… Vicky hag ivez d’ar fri-furch anvet Mark.

Tud aet diwar wel, strobinellerezh, mojennoù a gaver en istor estlammusmañ, un dro-gaer en ul lec’h mojennel, an titl anezhi :
SORSEREZED BRESELIEN : AR VOJEEN

Troioù-kaer Vick ha Vicky T.9 – Sorserezed Breselien T.2 – An Diskuliadenn

Goude an droiad digredus a oa bet bevet ganeomp ma mignoned ha me e soñje deomp e oa echu penn-da-benn gant an istor-se.

O vont e oamp d’ar c’hamp en-dro ken dinec’h ha tra.

Ganeomp o vont d’ar gêr e oa ar senario BD gwellañ er c’hlas a – bezh. Tonket e oa hor planedenn koulskoude.

Hudouriezh, mojennoù hag emgavioù iskis a ya d’ober an drogaer nevez hag estlammus-mañ en ul lec’h mojennel, e ditl :

SORSEREZED BRESELIEN : AN DISKULIADENN

Troioù-kaer Vick ha Vicky T.10 – Sorserezed Breselien T.3 – Klask ar Gral

Ne oa ket dibistig Mark goude o zro-kaer diwezhañ.

Lammet e oa er-maez eus ar c’harr war hent an distro.

Goude bezañ redet un tammig e oa en em gavet Vick, Marina hag Angelino gant Vicky semplet e-kreiz ar c’hoadoù, ne oa roud ebet eus Mark.
Goude kement a gevrinoù e oa ret kaout displegadennoù.Diskibien Ninian o doa kontet dezho penaos ne oa ket deut ho mignon e-unan en-dro eus ar bed all.

Dalc’het e oa e spered gant Morgan. En ur glask e saveteiñ o doa e lakaet en dañjer, eñ, ar bed all hag ar Gral.

Ar skipailh a oa kouezhet etre krabanoù diskibien Morgan a vez o klask dalc’hmat warlerc’h an agripa brudet.

Deut e oant a-benn da dec’hel kuit hag e oant en em gavet e-kreiz ul lid iskis ma oa an daou glan oc’h en em gannañ.


E-kreiz ar reuz e oa lammet Vick da vont da zieubiñ Mark a oa e-kreiz an emvod souezhus.

Deut e oa a-benn hor mignoned da dec’hel kuit, koukskoude e oa bet kavet gant Mark un dra bennak chomet gantañ…

SORSEREZED BRESELIEN : KLASK AR GRAL

Récompense :

La trilogie traduite en breton par Jil Penneg des Sorcières de Brocéliande a reçu le PRIZIOU D’OR 2005,

prix décerné par France 3 Ouest Bretagne et Radio France Armorique.